SPLUJ

2018

LABOURVA #4

Ur c’henlabour arzel ha skiantel etre TEATR PIBA & IFREMER 

Diwar oberenn David Wahl
Troidigezh – Tangi Daniel
Brezhoneg / Joualeg (galleg Bro Kebek) pe Galleg / Joualeg
Evit an holl adaleg 12 vloaz
Padelezh ~ 20 min
Niver a arvestour ~ 20/50

« (…)ur bed eneb hon bed deomp-ni da vat ha pell-pell deus ouzhomp an hini eo omp senset arsellout. N’eo nag ur c’hoad, nag un enezenn, nag un douar-bras nevez c’hellfemp kerzhout warnañ, met ur bed damgeñver, lec’h ma ne c’hell nemet ar mekanikoù mont-tre. Ken diaes eo da ergerzhout ken e soñjfer kentoc’h en ur veaj en hollved eget en ur bourmenaden er janglenn. »

David Wahl, Levr-lestr Donvor –  gouere 2017

Pedet eo an arvestourien d’ur splujadenn gentañ gant an abadenn-mañ. Un amprouadenn labourva eo, Donvor* a vo krouet e miz genver 2020. Staliet mat eo an arvestourien war hir-gadorioù, peb a dokarn son ganto ha mouchet daoulagad evit ur veaj dre glevet e bourzh ar vag skiantel “Le Pourquoi Pas ?”. Un tañva deus deizh-levr David Wahl, skrivet da geñver mareaj MOMARSAT 2017, a vo roet war-eeun gant daou gomedian ouzh ar mikro, kemmesket gant trouzioù ar vuhez war-vor.

* Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen etre arzourien Teatr Piba ha ar skiantourien Pierre-Marie Sarradin et Jozée Sarrazin e penn  labourvaoù ar morioù don an Ifremer.

Skipailhad
Rener arzel – Thomas Cloarec
Testenn ha dramaouriezh – David Wahl
Troidigezh – Tangi Daniel
Komedian(ez)ed – Charlotte Heilmann, Karine Dubé-Guillois, Krismenn
Leurenn-aozañ – Nadège Renard
Krouer son ha pennverour – Gwenole Peaudecerf
Enrolladennoù son – Pablo Salaun
Skantourien – Pierre- Marie Sarradin, Jozée Sarrazin
Produiñ – Tony Foricheur
Skignañ – Andrea Dayou
Menegoù
Ken-produiñ : Festival Kann al Loar – Landerne
Souten : Ifremer-Brest, Ocean Networks-Canada, Intinéraire(s) d’Artiste(s)
Coopération Nantes / Rennes / Brest : Au bout du plongeoir – Rennes métropole, La chapelle Derezo, La ville de Brest, Les Fabriques Chantenay – Nantes métropole, UBO LabexMer, Rannvro Breizh, Institut Français-Région Bretagne, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, Consulat de France à Vancouver, Université de Victoria (Colombie Britannique).
 

Deizhiadoù

2020

29-01-20 Breizh war al leurennTachenn Glenmor – Karaes (11e30 am – 2e gm)

Adalek ar 15-06-20 betek an 18-06-20 Congrès mondial de la nature de l’UICN – Marsilha

2019

11-03-19 Skolaj Duguay-Trouin – Sant Malo

09-06-19 Gouel Broadel ar Brezhoneg – Langoned

29-06-19 La Mer XXL – Naoned

30-06-19 La Mer XXL – Naoned

06-07-19 La Mer XXL – Naoned

07-07-19 La Mer XXL – Naoned

Adalek an 13-07-19 betek ar 25-08-19 Océanopolis – Brest

Adalek ar 04-10-19 betek ar 06-10-19 Kreizenn ar Skiantoù hag ar GreanterezhPariz

22-11-19 Festival RESSAC – Brest

Pin It on Pinterest

Share This