DONVOR

2020

Pezh-c’hoari dre glevet

Ur c’henlabour arzel ha skiantel etre TEATR PIBA hag an IFREMER 

Diwar oberenn David Wahl
Troidigezh – Tangi Daniel
Stummoù – Brezhoneg / Joual (Kebek) pe Saozneg / Joual
Adaleg 12 vloaz
Padelezh ~ 70 mn
Niver a arvestour ~ 90/150

“Un dachennad a zour tomm eo “Lucky Strike”, ur c’hilometrad karrez eo homañ, gant torgennoù kizellet mat, gant runioù, krec’hioù-tan bev, plaenennoù bras meurbet, ha tornaodoù serzh. Chom a reomp boemet evit ar wech kentañ, war grap an torgennoù-se e virvilh an naoueier forzh pegement. Tropadoù bras divuzul a zo warno, leun a loened a-vordilh tout, bodet ken stank ken n’eus ket tu diforc’hañ anezho tout war an dro. Diniver int. Ken stank int ken ez int ha strizh eo o zachenn vevañ ken ez eo. Anavezout a reomp pesked. O toullañ o hent emaint e touez ar pezh a c’hellfe bezañ miliadoù ha miliadoù a bikoloù meskl divent o sevel o c’hregin lemm d’an nec’h. Brav eo d’an nen klask keñveriañ an traoù gant ar pezh a anavez dija hag a wech mañ  larfemp eo heñvel walc’h pezh a welomp deus modoù difenn ar grenn-amzer.”

David Wahl, Donvor, Deiz-levr Donvor, Gwengolo 2017

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet e vo an abadenn e miz genver 2020. Pedet e vo an arvestourien da zizoloeiñ ur pezh-c’hoari dre glevet dic’hortoz. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. E kreiz al leurenn-aozañ ‘n em lako an arvestourien evit ur veaj da santout war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.

→  Le blog

Skipailh arzel

Ren arzel – Thomas Cloarec
Skrivañ ha dramaouriezh – David Wahl
Skoazell war al leurenniñ – Mai Lincoln
Treiñ – Tangi Daniel
C’hoari ha trouziañ – Charlotte Heilmann, Karine Dubé-Guillois, Krismenn
Leurenn-aozañ – Nadège Renard
Krouiñ ha merañ ar son – Gwenole Peaudecerf
Krouadenn son ha trouziañ – Elodie Fiat, Pablo Salaun, Philippe Ollivier
Skiantourien – Pierre-Marie Sarradin, Jozée Sarrazin
Merañ ar produiñ – Tony Foricheur

Menegoù

Ken-Produiñ : Le C’houarz – Leurenn Broadel Brest / Ti ar C’hoariva – Brest / Océanopolis – Brest / Gouel Kann Al Loar / Itinéraires d’Artiste(s) 2018 Ken-ober Naoned/Roazhon/Brest : Au bout du plongeoir-Kêr Roazhon, Chapel Derezo-Kêr Brest, Les Fabriques Chantenay-Kêr Naoned
Soutiens : Ifremer-Brest, Ocean Networks-Canada, Skol-Veur Victoria (Kolombia Saoz), Ministrerezh ar Sevenadur – DGLFLF & DRAC Breizh, Rannvro Breizh, Ensavadur Frañs – Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, Kêr Brest, Koñsuldi Frañs Vancouver, Skol-Veur Breizh Uhel / LabexMer, ADAMI, SPEDIDAM.

Deizhiadoù

2022

13-01-22 La 3’E Saison de l’Ernée | Ernée (53)

18-01-22 Espace Benoît Groult kenaozet gant Le Strapontin| Kemperle (29)

21-01-22 Le Petit Écho de la Mode | Kastell Aodren –  (22)

27-01-22 Le Sillon | Pleuvian (22)

31-01-22 -> 13-02/22 La Reine Blanche | Pariz (75)

11-03-22 L’Arthémuse | Brieg (29)

05-03-22 L’Avel Vor | Plougastell-Daoulaz (29)

22-03-22 Le Dôme | Sant Teve (56)

24-03-22 Le Carré, Leurenn Broadel | Château-Gontier (53)

05-05-22 kumuniezh tolpad-kêrioù Mont Saint-Michel Normandie | Avranches (50)

2021

15-01-21 Festival Taol Kurun – Espace Benoîte Groult | Kemperle  reporté

21-01-21 Semaine Internationale du Son – Centre Culturel Le Sillon | Pleuvian  reporté

1-02 au 14-02-21 Théâtre de la Reine Blanche | Pariz  reporté

29 et 30-03-21 La Belle Saison – Le Vallon | Landivisau  reporté

25-09-21 Tachenn Armorica | Plougerne (29)

05/10-21 L’Éclat | Pont-Audemer (27)

2020

07-10-20 Gouel les Aventuriers de la Mer | An Oriant – 10e (skolioù)

07-10-20 Gouel les Aventuriers de la Mer | An Oriant- 8e noz

21-10-20 Avis de Grand frais – C’hoariva Champ Exquis | Caen

20-11-20 Théma #37 Passion bleue – Chateauvallon, le liberté | Toulon  Annulé

 

 

Pin It on Pinterest

Share This