EDEN BOUYABES

2010
Pezh-c’hoari evit an holl adalek 8 vloaz
Diwar oberenn Erwan Cloarec

“Kontet zo bet din… met daoust hag eñ eo dav deomp reiñ kred da bep tra ? Kontet zo bet din e oa erruet tremenidi kentañ Eden Bouilhabes deus tu ar c’hreizteiz, d’ur mare kalet a amzer walarn krizh… deus ar re a vrod dantelaj mic’hi sall ouzh ar mourroù kalz pelloc’h evit pleg an divfroen… War gein o azened ! Met… d’am soñj e oa kañvaled ‘ni oa… Laret zo bet din oa bet treuzet ganto ar menezioù hag an traoniennoù, kuzhet dindan tres louveged louet… Gwisket gant o flaergenn, didrouz ha disgwel, o doa treuzet ar c’herioù hag ar c’hontreoù. Ha pa oa sklasus an avel viz er boulc’hennoù pe en traoniennoù don, ha ‘benn diskornañ o eskern darwished diskaret, e veze dibajennet a- dammouigoù ganto o levrioù ponner leun a furnez hag a vraventez, da vezañ lonket gant ur seurt tan kommana a netra hep keuz ebet.”

Eden Bouyabes, Erwan Cloarec

Ul lec’h gant harzoù ha n’int ket sklaer an hini eo. Ur c’hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c’hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n’eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c’harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… Peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec’h m’emaint, etre daou, betek an dremenvan. N’int ket « deus du-hont », na deus lec’h all, eus lec’h m’int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n’eus forzh pe hini en o Breizh houarn dezho ha n’he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket faoutr kaer. Dindan o zreid e touaront ar re varv, n’eus forzh deus pelec’h e oant deut. Pardoniñ a reont d’an holl bec’herien, aozañ a reont planedennoù meur d’ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe argoañv.

Ar skipailh

Leurenniñ – Thomas Cloarec
Skoazellerez war al leurenniñ – Martina Filipova
Testenn – Erwan Cloarec
Kanaouennoù – Gégé Guen, Loeiza Beauvir , Marion Gwenn, Tangi Daniel, Tony Foricheur
Troidigezh – Aziliz Bourges, Teatr Piba
Adlennet gant – Mich Beyer, Francis Favereau
Komedianed – Loeiza Beauvir , Marion Gwenn, Tangi Daniel, Tony Foricheur, Charlotte Heilmann
Leurenn-aozañ ha kinkladurioù – Jean-Michel Appriou, Nadège Renard
Dilhadoù – Loeiza Beauvir
Sonerezh – Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Pascal Cuff
Gouleier ha merañ an teknik – Stéphane Le Bel
Merañ ar son – Eric Péron
Produiñ ha skignañ – Mélanie Tanneau
Poltridi – Anne-Sophie Zika
Film Brudañ – Sébastien Durand
Menegoù
Soutenet gant : Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, Ti Kêr Brieg
Degemeret gant : KLT – Leurenn ar Roudour (Sant Varzhin war ar Maez), Leurenn an Alize (Guipavas), Ti ar Vro Kemper – Leurenn an Arthemuse (Briec)

Pin It on Pinterest

Share This