Teir-oberenn ar peñse

2016
Abadenn faltazi radio e brezhoneg
Diwar oberenn Lina Prosa, Trilogia del naufragio
Troet e brezhoneg gant Aline Gleoneg
Ouzhpenn 3700 den o klask tizout aodoù Europa a zo aet d’ar strad er Mor Kreizdouarel e 2015, hervezh Aozadur Etrevroadel evit an Harlu. Soutil ha fin eo Teir-oberenn ar peñse, dre ma glaskont lakaat mouezhioù an dud disanv-se da vezañ klevet. Mouezhioù un nebeut eus milionoù a repuidi a-benn testenni diwar-benn an drajedienn o c’hoarvezout dirak dorioù Europa, hag a vez muioc’h mui tres un Europa greñvlec’h ganti. Ha dre an trajediennoù-mañ omp pedet da zerc’hel soñj eus an dud-se, gant Lina Prosa. Lakaat a ra war wel o roudoù barzhoniel, bet lonket gant ar mor vras.
Lampedusa Beach ha Lampedusa Snow
Enrollet ha kemmesket e studioioù Dizale ha Dahlias, e miz Du 2016
Skignet gant RADIO KERNE d’an 18 ha d’ar 25 a viz Genver 2017

Kontañ a ra an daou rann kentañ peñseoù Shaüba ha Mohamed. Daou istor, div blanedenn, daou huñvre bodet en un drajedienn : tizhout Europa war vor, dre Lampeduza…

Ar skipailh
Rener arzel – Thomas Cloarec
Gant – Tifenn Lineate, Tony Foricheur
Sonerezh – Steve Shehan
Trouziañ – Javier Marin-Leyton
Enrollañ ha kemmeskañ – Gwenole Peaudecerf, Jean-Marie Ollivier
Lampedusa Way
Enrollet en un tenn dirak arvestourien C’hoariva Bihan ar C’houarz ha skignet war eeun war RADIO KERNE d’ar 1añ a viz C’hwevrer 2017
Lodenn ziwezhañ an teir-oberenn eo Lampedusa Way. Mont a ra Schaüba ha Mohamed da enezenn milliget Lampedusa war roudoù o nized Mahama ha Saïf…

 

Ar skipailh
Rener arzel – Thomas Cloarec
Gant – Marion Guen, Tangi Daniel
Sonerezh – Steve Shehan
Trouziañ – Javier Marin-Leyton
Merourien war ar son – Gwenole Peaucerf, Jean-Marie Ollivier
Merañ ar skignañ war-eeun – Gaël Hélary, Radio Kerne
Poltridi – Sebastien Durand
Kehentiñ – Lou Millour, Radio Kerne & Manon Riouat Teatr Piba
Produiñ – Teatr Piba / Dizale
Skignañ – Radio Kerne
Menegoù
Souten : Rannvro Breizh – FALB, Ar C’houarz – Leurenn Broadel Brest, Leurenn Broadel Brest

 

Pin It on Pinterest

Share This