Skeulioù er c’houmoul

2019
Ur pezh-choari dre glevet

 

Bet skrivet gant Dominique Paquet © 2001 – L’École des Loisirs – Paris
Bet troet e brezhoneg gant Aziliz Bourges
Abadennoù e galleg pe e brezhoneg, diouzh an ezhomm
Evit an holl, adalek 8 vloaz
Padelezh – 50 min
Niver a arvester – 128
Skeulioù er c’houmoul/Les Échelles de Nuages a zo bet leurennet evit al leurennoù hag un oberenn faltazi evit ar radio, e brezhoneg (gant Kalanna, Dizale ha Radio Kerne) a c’haller selaou war lec’hienn Radio Kerne.

« Alies mat e tifluk skeudenn gentañ ur pezh-c’hoari eus an deñvalijenn. Gouestadig e teu an tudennoù ‘maez eus an noz, ‘vel gant un disparti, goulloù ul lamp-dorn pe un etevgoulaouiñ e diaraok dezho. Kerkent hag erruet e korf ma nozvezh e nac’hont mont kuit, ha derc’hel a reont gant o istor ‘zo ganet en deñvalijenn dindan ma fluenn. » 

Dominique Paquet

E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d’e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc’h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p’emañ o cheñch ken buan. An arc’hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa’z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d’e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha ‘vel ma ijiner anezhañ. 

Skipailh arzel

Ren arzel – Thomas Cloarec
Treiñ – Aziliz Bourges
C’hoari ha trouzioù – Léo Guillerm, Tifenn Linéatte
Krouiñ son ha sonerzeh – Guillaume Le Guern
Gouleier – Stéphane Lebel
Merañ teknikel – Gwénolé Peaudecerf
Leurenn-aozañ – Nadège Renard
Produiñ ha skignañ – Tony Foricheur
Doser pedagogel – Stéphanie Coquillon

 

Gant souten

Ministrerezh ar sevenadur – DGLFLF I Rannvro Breizh I Kuzul Departamant Penn-ar-Bed I Tachenn sevenadurel an Armorica – DRAC Breizh – Skol ar Priñs Bihan – Plougerne I Fondasion Kef al Labour Douar

 

Deizhiadoù

2019
07-02-19 Armorica I Plouguerne
26-03-19 Avel Vor I Plougastell
2020
11-02-20 Sal Tronjoly I Gourin* – 10e, 2e30 gm (evit ar skolioù, e galleg)
12-02-20 Sal Tronjoly I Gourin* – 3e gm (evit an holl, e galleg)
13-02-20 Sal Tronjoly I Gourin* – 10e am, 2e30 gm (evit ar skolioù, e galleg)
*Programet gant Le Plancher, Leurenn Kreiz Breizh & CAP Roue Morvan Kumuniezh
05-05-20 Sal an Atrhémuse I Brieg – 10e, 2e30 gm (evit ar ar skolioù, e brezhoneg ha galleg)
05-05-20 Sal an Atrhémuse I Brieg – 8e30 noz (evit an holl, e brezhoneg)
07-05-20 Le Champs de Foire I Plabenneg – 9e30, 2e gm (evit ar skolioù, e galleg)

Skeulioù er C'houmoul - Acte 1 (écoute au casque recommandée)

Pin It on Pinterest

Share This