Arvestomp ! a zo aozet gant ar strolladoù c’hoariva e brezhoneg : Ar Vro Bagan, Choukibenn, La Obra, Safar, Teatr Piba, Goémon Goéland, Mat ar jeu, hag ar gevredigezh C’hoariva.

Ar gouel Arvestomp !  a zo e bal lakaat war-wel ha lidañ ar c’hoariva brezhonek hiziv an deiz. An darvoud a ro tro da gejañ ouzh arvestoù teatr liesseurt hag ouzh strolladoù c’hoariva hag a ra gant ar brezhoneg war meur a dachenn.

PROGRAMM

KENAVO ER BED ALL – Mat ar jeu / SINET MARIELLE – Teatr Piba / DÉDÉ KOAD – Cie Choukibenn / AR VOSENN NEVEZ – Ar Vro Bagan / GRAT GRAT – Cie Remue Poil / AN TI-KAMM– La Obra & La P’tite semelle / DEC’H ‘OA BET UR GWALLZARVOUD – Strollad Kantren / LA LANGUE DES CRÊPES – Goemon Goeland / FAR WEST – Tifenn Linéatte / AR GROAC’H – Teatr Piba / AR YOUC’HADENN – Collectif La Gueulée / AR CHUCHUMUCHUER – Cie Choukibenn / E PLEG MA SKOUARN – Heklev Podkast

Muioc’h a vunudoù diwar-benn ar programmadur a-benn nebeut ! Plus de détails sur la programmation à venir !

STAJ C’HOARIVA E BREZHONEG Stage de théâtre en breton

D’ar Sadorn 21/11, e vo aozet ur staj c’hoariva « C’hoari gant ar spas » gant Thomas Cloarec ha Mona Caroff (Teatr Piba). 

E-pad an 2 eurvezh hanter staj-se e c’hoariimp gant ar spas evel ostilh dramaouriezh kentañ ar c’hoariva. Dre c’hoarioù ha poelladennoù sumpl e klaskimp gwelout penaos e c’hall ur spas sikour ac’hanomp da grouiñ un dachenn faltazi, da ziorenn un stegn dramatel, da verañ gant un emgav pe un tabut. A-raok ar skrid, a-raok ar gomz : ar c’horf, ar spas hag ar sell evit tresañ un istor.

Evit kemer perzh, kasit ur mail da arvestomp@gmail.com

TITOUROÙ PLEUSTREK Informations pratiques

– Deiziad Date : 19-20-21 a viz Du 2026 / 19-20-21 novembre 2026

– Lec’h Lieu : e Lesneven (Sal an Arvorik, Mediaoueg, skolioù ar vro)

– Priz Tarif : etre 10 ha 15€/devezh. Entre 12€ et 15€/journée. 

Pass festival 25€. Bilhederezh enlinenn Billetterie en ligne >> https://minifi.ca/arvestomp 

– Muioc’h a ditouroù Plus d’infos : www.teatr-brezhonek.bzh / arvestomp@gmail.com

Pin It on Pinterest